Ar c’hazh GLAS a gonte istorioù kazh hunvreüs GLAS d’ar valafenn glas, roz ha gwenn.

Ar c’houmoulennoù koant gwenn hag a-wechoù louetik ha glas zoken a gase anezhañ da vro ar hunvreoù. C’hoarvezout a rae dezhañ soñjal e c’halle nijal war gein ar c’houmoulennoù-se koant gwenn, louet ha glas zoken.